Charte d’adhésion / Karta emezelañ

Charte d’adhésion au Mouvement Bretagne et Progrès (MBP)

Karta emezelañ e Breizh War-Raok (BWR)

Article 1 : Le Mouvement Bretagne et Progrès est un mouvement politique qui rassemble des femmes et des hommes qui ont pour ambition d’aboutir à l’émancipation politique, économique, culturelle et sociale de la Bretagne.
mellad 1 : Breizh War-Raok a zo anezhañ ul luskad politikel ennañ merc’hed ha paotred mennet da reiñ da Vreizh he frankiz politikel, sevenadurel, kevredigezhel hag armerzhel.

Article 2 : Le MBP s’inscrit dans une dynamique de gauche et humaniste.
mellad 2 : BWR zo anezhañ ul luskad denelour a-du gant an tu kleiz.

Article 3 : Le MBP œuvre dans les 5 départements de la Bretagne historique et demande le retour de la Loire-Atlantique en Bretagne administrative.
mellad 3 : labourat a ra BWR e 5 departamant Breizh ha goulenn ma vo adenframmet al Liger-Atlantel er rannvro amaezhiadurel.

Article 4 : Le MBP a pour objectif de créer les conditions d’une véritable décentralisation et entend peser à tous les niveaux de l’Etat français pour obtenir un véritable pouvoir régional.
mellad 4 : pal BWR zo krouiñ amveziadoù un digreizennañ gwirion ha mennet eo da bouezañ war holl liveoù ar Stad C’hall a-benn gounit ur veli rannvro wirion.

Article 5 : Le MBP préconise la construction d’une Europe politique, fédérale, sociale, solidaire des Peuples et des Régions.
mellad 5 : erbediñ a ra BWR sevel Europa ar pobloù hag ar rannvroioù kengret war un diazez politikel, kevreadel, kevredigezhel.

Article 6 : Le MBP exige que l’ensemble des leviers financiers indispensables au développement économique de la Bretagne soient gérés directement par la Région Bretagne.
mellad 6 : goulenn groñs a ra BWR ma vo meret war-eeun gant Rannvro Breizh an araezioù kellidel ret da ziorren Breizh.

Article 7 : Le MBP souhaite un réel aménagement du territoire en Bretagne, travaille à une réduction de la fracture territoriale entre l’est et l’ouest de la Bretagne. Le MBP exige un plan de maintien et d’organisation des services publics sur le territoire breton.
mellad 7 : Hetiñ a ra BWR ma vo terket a-zevri tiriegezh Breizh ha labourat a ra da gas da get an torr a zo etre kornôg ha reter Breizh. Goulenn groñs a ra BWR ma vo dalc’het d’ar gwazerezh foran aozet war Vreizh a-bezh.

Article 8 : Le MBP milite pour les droits culturels, notamment pour le droit de chaque Breton d’accéder à la connaissance de son histoire, de sa culture et des langues de Bretagne.
mellad 8 : stourm a ra BWR evit ma vo doujet ar gwirioù sevenadurel, dreist-holl evit m’en devo pep Breizhad gwir da anaout Istor e vro, ar sevenadur hag ar yezhoù anezhi.

Article 9 : Le MBP condamne toute forme de dégradation de la personne humaine, notamment le racisme, le fascisme et les totalitarismes de toute nature. Il œuvre pour l’établissement d’une société résolument démocratique tant sur le plan individuel que collectif.
mellad 9 : kondaoniñ a ra BWR kement stumm eus disleberadur mab-den ha dreist pep tra ar ouennelouriezh, ar faskouriezh hag an hollveliouriezh forzh pe natur e vent. Labourat a ra evit sevel ur gevredigezh demokratek da vat evit pep hini hag evit an holl.

Article 10 : Le MBP situe son action politique dans le cadre pacifique du débat démocratique et dans le cadre du respect des personnes et des biens.
mellad 10 : emañ lec’hiet obererezh BWR e stern peoc’hus an dael demokratel e stern an doujañs dleet d’an dud ha d’o madoù.

Article 11 : Le MBP défend la primauté de la personne humaine et du travail sur le capital et milite pour un développement économique harmonieux de la Bretagne dans le respect de la personne et de l’environnement.
mellad 11 : lakaat a ra BWR talvoudegezh an den hag al labour er renk kentañ dirak ar c’hevala ha labourat a ra da ziorren Breizh en un armerzh heneuz a zouj an den hag an endro.

Article 12 : Le MBP œuvre pour un développement durable tant dans sa dimension sociale, économique qu’écologique. Il est hostile au nucléaire civil et militaire.
mellad 12 : labourat a ra BWR e sell d’un diorren padus, koulz en e vent kevredigezhel, armerzhel hag ekologek. Embann a ra bezañ enep ar gremm derc’hanel war an dachenn drevourel ha milourel.

Article 13 : Le MBP milite pour une société plus juste et plus solidaire, ce qui implique une recherche d’équilibre des richesses entre individus, entre régions ou microrégions , et ce à tous les échelons des organisations territoriales.
mellad 13 : stourm a ra BWR evit sevel ur gevredigezh reishoc’h ha kengredekoc’h, ar pezh a empleg klask kempouez ar binvidigezh etre an hiniennoù, etre ar rannvroioù pe gorrannvroioù, ha kement-mañ en holl zerezioù zo en aozadurioù tiriadel.

Article 14 : Le MBP affirme le rôle primordial des organisations syndicales et professionnelles ainsi que des associations pour garantir un fonctionnement démocratique dans l’ensemble de la société.
mellad 14 : haeriñ a ra BWR kentañ renk an aozadurioù c’hweluniadel ha micherel hag ar c’hevredigezhioù evit gwarantiñ un arc’hwel demokratek er gevredigezh en he fezh.