Christian Troadec war ar renk evit bezañ prezidant ?

Sed aze ur sapre keloù evit ar rannvroelourien. Christian Troadec, aotroù maer Karaez ha kuzulier departamant Penn ar Bed n’eus c’hoant bras e vefe un den evit difenn ar mennozhioù rannvroelour e 2017. Neuze, paotr ar Poher n’eus c’hoant dastum etre 500 ha 700 sinadur evit lakaat un den war ar renk evit bezañ prezidant ar republik.

Evit hen ober, e n’eus c’hoant ober Tro Bro C’hall ha mont e darempred gant rannvroelourien pep kornog Bro C’hall. André Lavanant, prezidant kozh Diwan ha bet war al listenn « nous te ferons Bretagne » e kantoun Lesnevenn, a z’aio gantañ.

Adkavit amañ an atersadenn graet gant André Lavanant war gwagennoù France Bleu Breizh Izel :

Lenn ar pennad war lec’hienn RBI : http://www.francebleu.fr/infos/keleier-9-viz-ebrel-harz-labour-e-radio-france-christian-troadec-prezidant-ar-republik-2270813