Dieub e vevomp hogen dioueriñ a reomp frankizoù / Nous vivons libres mais nous sommes privés de libertés !

Dieub e vevomp hogen dioueriñ a reomp frankizoù.

Emañ ar gwarzh ouzh beg hon bizied bep tro ma tapomp krog e pellanker ar skinweler.

Divent eo aet ar rezid dibab a-drugarez d’ar c’hinnig niverel. Met daoust ha frankiz hon eus da selaou mouezh Breizh e-maez lodenn grak an euriadurioù a vez gourlakaet ouzhimp pe dennet diouzh diviz renerezh ar ristennoù a vez ouzh hon chadenniñ hag hon laka da zianaout bremañ, redennoù preder, obererezhioù, diaesterioù, c’hoantoù hag erbaroù ar Vrezhoned ?

Hag ar brezhoneg ? Mann ebet, truek, dister-holl !

Ni, Brezhoned, a bae un ardellad a 130 M€ d’ar Stad kreiz pa goust FR3 Ouest 35 M€ evit an nebeud a ro dimp. Jedit an diforc’h !

Neuze ya, boudoudoum, boudoudoum, badadaou, deomp da gavout Ai’ta d’an 8 Mezheven war Roc’h Tredudon hag emsavomp diastal a-benn kaout mediaoù klev-gwel leun an embreg anezho, rakstalioù breizhek, kenderc’herion orinelezh, krouerion gwerzh ouzhpennet ha gourc’hwelioù hag ezporzhierion piv ‘ oar.

MBP-BWR – Mouvement Bretagne et Progrès – Breizh War-Raok

—x—x—

Nous vivons libres mais nous sommes privés de libertés !

Le scandale est au bout de nos doigts à chaque fois que nous saisissons la télécommande de la télévision.

La liberté de choix est devenue immense grâce à l’offre numérique. Mais avons-nous la liberté d’entendre la voix de la Bretagne en dehors de la portion congrue des horaires qui nous sont imposés ou enlevés au bon gré de la direction des chaines qui nous enchaînent, qui nous entraînent vers une ignorance de l’actualité, des courants d’idées, des activités, des difficultés, des envies et des projets des Bretons ?

Et la langue bretonne ? Que dalle, minable, ridicule !

Nous Bretons payons 130 M€ de redevance à l’Etat central quand le coût de FR3 Ouest est de 35 M€ pour le peu qu’elle nous livre. Faites la différence
!

Alors oui, boum boum badaboum, allons rejoindre Ai’ta le 8 Juin au Roc’h Tredudon et mobilisons-nous sans relâche pour avoir des médias audiovisuels de plein exercice, vitrines bretonnes, producteurs d’originalités, créateurs de valeur ajoutée et d’emplois et peut-être exportateurs.

MBP-BWR – Mouvement Bretagne & Progrès – Breizh War-Raok