Breizh : poent eo diblouzañ

E-pad emvod meur an MBP (Breizh war-raok) en deus Christian Troadec embannet dirak an hanter-kant a dud a oa deuet d’ar Sul vintin betek Ti-kêr Karaez ez eo « morgousket Breizh war an dachenn bolitikel ». Ret e vefe kaout muioc’h a startijenn hag ul lañs nevez evit talañ ouzh lezennoù fallakr Nicolas Sarkozy hag an UMP en deus ouzhpennet.
Hep ma vefe gouiet resis gant an dud dre vras, ‘blam’ int prederiet kalz dija, bemdez-c’houloù, gant o diaesterioù arc’hant, emañ ar galloud UMP oc’h adkreizennañ ar Stad C’hall evit mirout an holl c’halloudoù e Paris. Eus an tu all, galloudoù hag emrenerezh ar Rannvro a zo o vont da netra ! Koulskoude ne santer ket ul lusk kreñv evit difenn gwirioù Breizh. Da skouer, gouzout a reomp mat n’eo ket bet graet pep tra er bloavezhioù tremenet gant ar Rannvro, war an dachenn lezennel da vihanañ, evit goulenn adunaniñ Breizh ha degemer al Liger-Atlantel. Perak ? Votiñ hetoù a-unvouezh a zo mat ha ne goust netra. Implij holl alc’hwezioù al lezennoù a zo kant gwelloc’h. Poent eo diblouzañ eta ha rediañ ar re a embann bezañ a-du gant an adunaniñ da gas an erv betek penn.